Emgann Missionary Ridge

Emgann Missionary Ridge gant Kurz & Allison

Emgann Missionary Ridge (saozneg: Battle of Missionary Ridge) a oa bet stourmet d'ar 25 a viz Du 1863, evel lodenn eus Kampagn Chattanooga e-kerzh Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Goude trec'h an Unaniezh en Emgann Lookout Mountain d'ar 24 a viz Du, nerzhioù lu an Unaniezh eus Rann vilourel ar Mississippi renet gant ar Maj. Jen. Ulysses S. Grant o devoe taget ha trec'het nerzhioù ar C'hengevread eus an Army of Tennessee renet gant ar Jeneral Braxton Bragg ; rediet e oant bet da gilañ betek Georgia.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search